Geriadur ar vezekniezh - galleg-saozneg-brehzhoneg - Lait-miliaire (Broché)

Passer le carrousel d'images

Format

Broché

Date de parution

10/07/2013

Editeur

Preder

Gant ar Rann 7 emañ graet ouzhpenn an hanter eus Geriadur ar Vezekniezh. Ar 1 220 pajenn embannet hon laka da verzhout spisoc'h tuioù gwan ha kreñv ar brezhoneg el lavar kempred.

Dilezet e-doug ur milved gant e yezherion kerkent ma vennent treiñ ouzh an dazont, e chom gantañ un dilañs na vo ket diverket diouzhtu. Burzhud eo avat ar gweleadoù danvez krai kousket en e gondon, hag int ken puilh m'emañ c'hoazh en e zeroù ar c'horvoiñ anezho goude daou gantved eztennerezh.

Daou orin ez eus d'ar barregezhioù a zo e kerz ar vrezhonegerion hiziv war dachenn ar gouzout hag an dezevout :

  • diouzh un tu, ar boniad loazioù lavarel gwerc'h, frank a bep plomadur hanezel, o c'houzediñ abaoe ar c'heltieg hag ar yezhoù evodet dioutañ,
  • diouzh an tu all, ar « yezh etrevroadel », daskenvod birvidik amprestoù henc'hresianek ha latin ma voaz dezevourion hag imbourc'herion Kornog da buñsañ o c'hentaozadoù abaoe ar Grennamzer.

Goude ur prantad tastonerezh etre daou zurc'hadur, hollvrezhonekaat lavar ar skiant hag ar preder (hent kantradet gant Vallée), holletrevroadelaat an diskiblezhioù kempred e-maez al lennegezh (diskoulm a guzulie Roparz Hemon), e tennomp hiziv da bleustriñ un hent etre, anezhañ etrevroadelaat ar skritelloù (oksigen a lavarer ha n'eo ket trenkgan evel ma kinnige Vallée), brezhonekaat an dezevout, ac'hoel an unvezioù yezh o tec'heriañ kealioù (ne lavarer ket izoliñ evel ma alie Roparz Hemon, met difuiñ, goubarañ, dredañ, emdennañ, digenveziñ, digempezhiañ, eskantañ, h.a. hervez an diskiblezh hag an arster).

N'eus ket eno ur reolenn strizh. E meur a zegouezh ma vije bet kenkoulz degemer an termen etrevroadel, en deus aozer Geriadur ar Vezekniezh divizet mont gant hent Vallée. Dre lies abeg, dreist holl en askont da resister ar c'hedrannoù brezhonek, (ar skalfad rakgerioù is-, gou-, ol-, lav-, endan- da skouer, a-dal d'ar c'hevatalioù hypo-, sub-, sous-), pe c'hoazh da hirder an termenoù (lakaomp a-geñver elruz ha érythrocytose, polycythaemia)...

Dalc'homp bezant en hon spered, evelkent, ne oufe ur geriadur savet en ezvezañs ur gevredigezh a yezherion bezañ estreget danvez ul lavar bev.

Caractéristiques
Auteur(s) Guy Etienne
Rayon Livre|Savoirs|Médecine & paramédical|Généralités et Dictionnaires de médecine
Format Broché
Date de parution 10/07/2013
ISBN 978-2-901383-79-6
Numéro dans la collection 7
Editeur Preder
Poids du produit 500 g
Titre de l'œuvre Geriadur ar vezekniezh - Tome 7 : Lait-miliaire
Médecine Généralités et Dictionnaires de médecine
Série Geriadur ar vezekniezh : galleg-saozneg-brezhoneg = Dictionnaire de médecine : français-anglais-breton
Catégorie produits medecine
Libellé Geriadur ar vezekniezh - galleg-saozneg-brehzhoneg - Lait-miliaire (Broché)
EAN 9782901383796
Thème CLIL OUVRAGES DE RÉFÉRENCE

Des millions de
références en vente


Cumulez des Tickets
retrait gratuit en magasin


Tous vos produits
à prix E.LECLERC


Paiements
100% sécurisés

Options de livraisons du produit

Indisponible

Quantité
1
1 Utilisez les boutons plus et moins ou saisissez directement la quantité désirée