Auteur(s)
André Franquin
Date de parution
01/10/2006
Thème BD
Jeunesse
Ganet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresan zo bet pouezus evitan adal e vugeliezh. Kregin a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresan "Le Tank" ha "Les Maisons préfabriquées". E-keit se e say ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt. Goude 1949 e vo sammet gant ar stirad "Spirou et Fantasio" gant an tresan hag ar skrivan evit ar gelaouenn SPIROU : istorioù kiok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dis ar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha Zorglub, h a. Etre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro "Modeste et Pompon" bet krouet gantan evit ar gelaouenn TINTIN . E 1957, evit rein buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un "haroz dilabour" krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhan ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all ! Evit un emziskouez dister eo pedet Gaston war SPIROU da gentan. Leuskel a ra roudoù glas un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadan reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat. Ne oa ket bet krouet Gaston da vezan un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhan en deus koulskoude. Ret eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu). E 1972 e krou, evit goloioù SPIROU, e erevent koantik a vo strollet en albom "Cauchemarrant", embannet gant Bédérama e 1979. "Mennozhioù Du" (Idées Noires) zo embannet gant LE TROMBONE ILLUSTRE e 1977 da gentan ha gant FLUIDE GLACIAL da c'houde. Gant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken. E 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhan, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentan. E 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù finv evit ar skinwel. Aet eo Franquin da anaon e 1997. Ne welo ket embannadur Gaston e rezh naontek levrenn genheul e ti Dupuis gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa bev, e ti Marsu-Productions. Laouen omp o kinnig ul levrenn e brezhoneg eus beiadurioù ur paotr dizampart met ken jentil...
| Auteur(s) | André Franquin |
|---|---|
| Série | Gaston |
| Editeur | Yoran embanner |
| Date de parution | 01/10/2006 |
| Nombre de pages | 48 |
| Dimensions (cm) | 22 x 30 x 1 |
| Poids du produit | 200 g |
| Thème BD | Jeunesse |
| Libellé | Gaston Lagaffe n°14 en breton (BD) |
| Format | BD |
| EAN | 9782916579023 |
Des millions de
références en vente
Cumulez des Tickets
retrait gratuit en magasin
Tous vos produits
à prix E.LECLERC
Paiements
100% sécurisés
Options de livraisons du produit
Options de livraison
Sélectionnez votre mode de livraison préféré